About Lexicon

A feature rich and highly configurable, professional Joomla theme.

Icône d'Elisabeth de la Trinité - Carmel de HarissaO va Doue, Treinded emaon oc’h azeuliñ , va sikourit da goll, penn-da-benn, ar soñj ac’hanon va-unan, evit reiñ ennoc’h-c’hwi, diazez din va-unan, dilusk ha distrafuilh, evel pa vije dija va ene e-kreiz ar beurbadelezh ; arabat e c’hellfe netra va zrubuilhañ na va lakaat da vont er-maez ac’hanoc’h, o va Hini digemmus, met ma vefen, da geñver pep munutenn dibradet larkoe’h e donder ar Mister ac’hanoc’h. Lakit ar peoc’h em ene ; grit eus hemañ ho paradoz, hoc’h annez karet hag al lec’h ma tiskuizhitb ; arabat ho lezfen eno morse hoc’h-unan-peun ; met ra vefen aze gant kement a zo ac’hanon, dihun-mat ar feiz ennon, holl azeulus, hollouestlet d’oc’h oberenn-krouiñ.

O va Aotrou Krist karet, kroazstaget diwar garantez, karout a rafen bezañ ur pried evit ho kalon ; karout a rafen lakaat deoc’h ur gwiskad gloar, karout a rafen ho karout betek mervel diwar-se ? Met santout a ran an dic’halloud maz on, baa goulenn a ran diganeoc’h va gwiskañ ganeoc’h hoch-unan, lakaat va ene da vont a-unan gant holl luskadoù hoc’h en, va gouelediñ, va aloubiñ, en em lakaat em flas, evit na vo va buhez nemet ur skinaouadur diouzh ho Puhez. Deuit ennon e-giz Azeuler, e-giz Dic’haouer hag e-giz Salver.

O Verb peurbadel, Komz a-berzh va Doue, va buhez a fell din tremen ouzh ho selaou, fellout a ra din en em lakaat hezesk a-grenn a-benn deskiñ pep tra ganeoc’h ; neuze, a-dreuz an holl « nozvezhiou », an holl zioueroù, an holl vareoù-divarregezh, e fell din parañ bepred va sell warnoc’h ha chom dindan ho skelrijenn veur ; o va Steredenn garet, va mezevellit, evit na c’hellin mui mont er-maez eus ho skinaouadur.

O Tan peurzevus, Spered a garantez, deredit ennon, evit ma c’hoarvezo em ene evel un Enkorfidigezh eus ar Verb ; evit ma vezin dezhañ un natur-den-oushpenn, e-lec’h ma teufe da adnevesaat ar mister anezhañ e-unan ; ha c’hwi, o Tad, stouit etrezek ho krouadurezig paour, na welit enni nemet ar Muiañ-Karet m’hoc’h eus lakaet ennañ hoc’h holl varroù-dudi.

O va « Zri », va hall beadra, va evurusted, Digenvez peurzivent, Dreistec’honder, e-lec’h maz an da goll, me ar ro ac’hanon va-unan, e-giz ur preizh a ran deoc’h, deuit da guzhat er goueled ac’hanon, a-benn maz in-me da guzhat er goueled ac’hanoc’h, da c’hortoz mont da arvestiñ, e-kreiz ar skerijenn diouzhoc’h, ouzh an distrad maz eo ho meurderioù.