http://elisabeth-dijon.org
The Prayer in Breton

 

le manuscrit de la Prière

La Prière en 41 langues
Accueil
La Prière   ... chantée
La vie d'Elisabeth
Une époque
Ses écrits
Une vraie musicienne

La neuvaine

Méditations

échos du Centenaire

Bibliographie 
Catalogue
Le pèlerinage
Textes pour célébrer
Le Carmel de Dijon
Courriel

Parole de la semaine

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

     O va Doue, Treinded emaon oc’h azeuliñ , va sikourit da goll, penn-da-benn, ar soñj ac’hanon va-unan, evit reiñ ennoc’h-c’hwi, diazez din va-unan, dilusk ha distrafuilh, evel pa vije dija va ene e-kreiz ar beurbadelezh ; arabat e c’hellfe netra va zrubuilhañ na va lakaat da vont er-maez ac’hanoc’h, o va Hini digemmus, met ma vefen, da geñver pep munutenn dibradet larkoe’h e donder ar Mister ac’hanoc’h.Lakit ar peoc’h em ene ; grit eus hemañ ho paradoz, hoc’h annez karet hag al lec’h ma tiskuizhitb ; arabat ho lezfen eno morse hoc’h-unan-peun ; met ra vefen aze gant kement a zo ac’hanon, dihun-mat ar feiz ennon, holl azeulus, hollouestlet d’oc’h oberenn-krouiñ.

 

    O va Aotrou Krist karet, kroazstaget diwar garantez, karout a rafen bezañ ur pried evit ho kalon ; karout a rafen lakaat deoc’h ur gwiskad gloar, karout a rafen ho karout betek mervel diwar-se ? Met santout a ran an dic’halloud maz on, baa goulenn a ran diganeoc’h va gwiskañ ganeoc’h hoch-unan, lakaat va ene da vont a-unan gant holl luskadoù hoc’h en, va gouelediñ, va aloubiñ, en em lakaat em flas, evit na vo va buhez nemet ur skinaouadur diouzh ho Puhez. Deuit ennon e-giz Azeuler, e-giz Dic’haouer hag e-giz Salver.

 

    O Verb peurbadel, Komz a-berzh va Doue, va buhez a fell din tremen ouzh ho selaou, fellout a ra din en em lakaat hezesk a-grenn a-benn deskiñ pep tra ganeoc’h ; neuze, a-dreuz an holl « nozvezhiou », an holl zioueroù, an holl vareoù-divarregezh, e fell din parañ bepred va sell warnoc’h ha chom dindan ho skelrijenn veur ; o va Steredenn garet, va mezevellit, evit na c’hellin mui mont er-maez eus ho skinaouadur.

   

 O Tan peurzevus, Spered a garantez, deredit ennon, evit ma c’hoarvezo em ene evel un Enkorfidigezh eus ar Verb ; evit ma vezin dezhañ un natur-den-oushpenn, e-lec’h ma teufe da adnevesaat ar mister anezhañ e-unan ; ha c’hwi, o Tad, stouit etrezek ho krouadurezig paour, na welit enni nemet ar Muiañ-Karet m’hoc’h eus lakaet ennañ hoc’h holl varroù-dudi.

 

    O va « Zri », va hall beadra, va evurusted, Digenvez peurzivent, Dreistec’honder, e-lec’h maz an da goll, me ar ro ac’hanon va-unan, e-giz ur preizh a ran deoc’h, deuit da guzhat er goueled ac’hanon, a-benn maz in-me da guzhat er goueled ac’hanoc’h, da c’hortoz mont da arvestiñ, e-kreiz ar skerijenn diouzhoc’h, ouzh an distrad maz eo ho meurderioù.

21 du 1904

Arabic

Armenian

 

Basque

Breton

Bulgare

 

Catalan

Croatian

Chinese

Czech

 

Dutch

 

Korean

 

English

Esperanto

Estonian

 

Filipino

Finnish

French 

 

German  

Greek

 

Hindi

Hungarian

 

Indonesian Italian 

 

Japanese

 

Latvian

 

Madagascan

Malayalam

Maltese 

 

Polish  

Portuguese 

 

Rumanian 

Russian

 

Sara

Serbian

Slovak

Slovenian Spanish  

Swedish  

Syriac

 

Thai

 

Vietnamese